Sophie Marceau

Sophie Marceau
e rakkentaenn La Taularde e 2016.

Sophie Marceau (Sophie Danièle Sylvie Maupu hec'h anv en ti-kêr) a zo un aktourez (c'hoariva, sinema ha skinwel) c'hall, bet ganet d'ar 17 a viz Du 1966 e Pariz. He c'hentañ film (unan berr) evel filmaozerez ha saverez senario a oa deuet e-maez e 1995 : L'Aube à l'envers an titl anezhañ.

Deuet eo da vezañ brudet evel aktourez gant he c'hentañ film hir La Boum, sevenet e 1980 gant Claude Pinoteau, ha hi pevarzek vloaz d'an ampoent.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search